Preder

Geriadur ar vezekniezh

virus à ADN (ou à DNA)DNA virusviruz gant DNA

Viruz dezhañ un dafar hilel gant trenkenn dezoksiribonukleek (DNA), daouarrevell ar peurliesañ. Evit a sell ar viruzoù denel ez eus anv eus ar c'herentiadoù-mañ da heul : a) kapsid a gemparzhegezh diñsek, hep golo hag eterharzus : Adenoviridae (treuzkiz ar virion, 7 090 nm), Papovaviridae (45-55 nm) ha Parvoviridae (18-26 nm) ; b) kemparzhegezh diñsek ha goloet : Herpesviridae (100 nm) ha Hepadnaviridae (42 nm), ha c) kemparzhegezh kemplezh ha goloet : Poxviridae (230-300 nm).

Kent War-lerc'h