Preder

Geriadur ar vezekniezh

vibrationvibration1 froum g., froumad g. 2 daskren g. 3 argrenañ

1 Loc'h trovezhiek herrek, o vont-dont pe o luskellañ a bep tu d'ur poent kempouez. 2 Froumal merzhet gant palv an dorn harpet plaen war ur rannbarzh eus ar c'horf. — daskrenoù kofel (Gl.  v. abdominales) : merzhet er mare m'emañ ar gouzrec'h o komz. Arouez torliñv en deroù e steuz an daskrenoù pa grog arouez ar c'houmm da vezañ merzhadus. — daskrenoù bruskel (Gl.  v. thoraciques) : merzhet er mare m'emañ ar gouzrec'h o komz. Kreñvoc'h ez int e degouezh douesadur parenkim ar skevent (skeventfo), gwanoc'h pe steuziet e degouezh a fennad liñvel e kavenn ar grezenn (krezennfo) pe aezhel (bruskaezhad). 3 Hentenn leuñviñ, anezhi ur steudad stroñsadennoù herrek devoudet gant an dorn war ur rannbarzh eus ar c'horf, dre bouezadennoù spanaennek arreataet, o chom bepred a-stok ouzh ar c'hroc'hen.

Kent War-lerc'h