Arouez selaouennañ arsellet en amgalonennfo amwaskus, kleñved aet dibaot. Un trouz sec'h eo, ur stlak fraoñvus, kalz kreñvoc'h eget an trouzoù bonan, merzhet ent dibarek e rannbarzh kern ar galon. Diastolel eo ent rizhek, keitdiastolel pe deroù-diastol hervez an aozourion. War a hañval ez eo devoudet gant arsav trumm leugnididezh ar c'hofig ha marteze e degouezhioù 'zo gant froum ar blakenn razek e deroù an diastol (a se an anvad heñvester trilamm goudesistol), dezhañ un hangren metalek ar peurliesañ, alese an anvad roet ivez : froum amgalonennel.