Preder

Geriadur ar vezekniezh

Turner ou Turner-Albright ou Turner-Ullrich : syndrome de ∼Turner-Albright syndromeazoniad g. Turner-Albright

Azoniad arsellet gant ar rev venevel, naouus dre ur gorrded gant un neuz bugelvanek, un angwe hollel eus ar vierezoù ( pe eus ar c'hrakvierezoù) hag un teskad kammneuziadoù o tizhout : ar brusk ( ledanaet e skoed), an dremm hag ar gouzoug ( pterigion gouzoug, ptoziz, skarlagadegezh, epikantuz, divskouarn ledan ha sezet izel, korregezh gaved), an izili (ilin ezkamm, ezreolderioù an daoulin, an daouarn hag an treid) ; nevuzioù, ul limfc'houliñv, kammneuziadoù kalongwazhiedel (an aortenn : goudag ; isvoll skeventel) ha kammneuziadoù al lounezh, al labanded zo da lakaat ouzhpenn en hollad. — Ur c'hleñved dre c'houskoevad kromozomel eo. Ent hilel e vez, peurvuiañ, savelet gant ur fenotip benevel hag ur rev c'henrizhel gourevel ha gant bezañs ur c'hromozom revel X hepken, disoc'h uniadur ur vigellig pe ur spergellig douger an kez kromozom gant ur gamet all hep kromozom revel ebet. Ar genrizh a c'hoarvez neuze a 45 kromozom (e-lec'h ar 46, niver reol) gant un delun gonozomek XO (45XO). — E-kichen ar furm glasel-se e teskriver seurtadoù anrizhek dre o neuziadur, dre vezañs un arc'hwel gonadel pe zoken vierezoù reol, dre o delunioù gonozomek kemplezh pe gempleshoc'h : mozaikoù 45XO/46XX, 45XO/47XXX, XO/XY, h.a., delunioù XXX pe XX gant ezreolderioù luniadur a 'r c'hromozom X ; hag ivez un azoniad Turner gourevel (Flavell, 1941) gant fenotipoù gourevel, bezañs klidennoù ezreol ar peurliesañ ha genrizh ar peurliesañ reol XY. — Aozerion 'zo (Polani, 1961) a amberz an termen azoniad Turner (gant ar plac'h pe ar paotr) evit an degouezhioù o kevrediñ, d'an neuz klasel, un anpar (pe ur mibar) gonadel hag ur genrizh hogos atav ezreol ; anv a reont eus azoniad Ullrich (gant ar plac'h pe ar paotr) pa revez ar merkoù neuziadurel o unan, ar gonadoù hag ar genrizh o vezañ reol ; an hollad o vezañ deanvet dre an termen azoniad Turner-Ullrich (sl. sexe nucléaire, monosomie, cariotype).

Kent War-lerc'h