Azoniad lagadel untu ganedigel, paotoc'h gant ar beneved. Naouus eo dre ur bevennadur eus fiñvoù eztuañ al lagad ha, da-geñver ar finvoù entuañ, dre un dreklagadegezh gant strishadur faout ar malvennoù ; bez' ez eus ouzhpenn se un emzalc'h penngamm, ar penn o vezañ troet war-du al lagad klañv. An kez azoniad a ve a-zalc'h gant ur fibroz eus ar gigenn eeun kostezel (sl. myopathie primitive progressive).