Kroc'henad dibaot du-mañ diwar ur poksviruz, amparet gant nozel dilaur pe debronek un tammig o tizhout daouarn ar c'horoerion. An nozel, ur c'hwezigenn war ar beg anezho, a bare dindan 15 devezh. Heñvel eo an anaez-se ouzh kroc'henfo burbuennek tredizhus an deñved, devoudet gant ur viruz nes.