Teskad ar seizioù devoudet gant un tizhad eus to troadoù an empenn, ar peurliesañ diwar ur yoc'henn eus rannbarzh ar c'hourjadenn. Un anaf eus an turumelloù krec'h a zevoud strafuilhoù ar mab lagad (mabusvoll seiziel gant distroll an damougoù ouzh an argeidañ hag ouzh al luc'h) hag ur seizi eus fiñvoù damougek ha diarzoug a-zerc'h al lagad. Un anaf eus an turumelloù traoñ a zevoud strafuilhoù ar c'hleved un- pe daoudu. An kez seizioù a vez kevredet alies gant un azoniad eus dourbont an empenn (sl. pédonculaires ou mésencéphaliques : syndromes ∼ ).