Preder

Geriadur ar vezekniezh

trichinetrichinatrikin s.

Anv boutin ur genad preñved (Trichinella), arvevaded eus urzhad an Nematod, a gaver o furm oadour e pervez ar moc'h (a-se an anv kaozeek preñv gourc'he). Ar rizhelloù, ur wech ganet, a dreuz speur ar pervez ha dehentiñ dre ar bevedeg evit chom a-sav er c'higennoù ha, dreist holl, er gelc'hspeurenn, er c'higennoù etre-kostoù, e re al lagad, h.a. Eno ez enkistont , e tremenont er stad larvel hag e vanont en enkelvezh. — Kavet e vezont ivez gant an den, ma tevoudont an trikinoz.

Kent War-lerc'h