Drekstouadur ganedigel pe arzeuat ar malgud war-du ar voull lagad, hep ma kemerfe perzh ar valvenn en disneuziadur-se. Hegadur pad kevresae ar voull hag ar gornsae, a-zianlen, zo un arbenn a gornsaefo hag a entropion. — Pa vez ar malgud drekstouet en un pe lies rezad valgud dreistniver e reer anv a falangoz.