Preder

Geriadur ar vezekniezh

torticolistorticollispenngamm g.

Gweadur ar gouzoug gant ar penn stouet, kevret gant laurioù kaherel. — penngamm kigennel (Gl. t. musculaire) : diwar angrizadur ar gigenn glerenn-brennigenn. — penngamm skouarnel (Gl. t. auriculaire) : diwar un hegadur eus ar gigenn glerenn-brennigenn gant un anaf eus ar skouarn (skouarnfo linus). — penngamm bredel (Gl. t. mental) : skruz ar gouzoug arsellet gant bredklañvourion 'zo ; naouiñ a ra dre ar varregezh evit ar c'hlañvour da beursonnaat e benn diwar-bouez un araez dibabet gantañ. — penngamm andagel (Gl. t. spasmodique) : andag kigennoù ar gouzoug diwar un hegadur henek eus an adnervenn, a orin kreizel pe drobarzhel (sl. botulique : toxine ). — Ar penngammoù bredel hag andagel a ve furmoù ar midant drekwariek argammedek pe andag gweañ. — penngamm fric'hargadennel : sl. Grisel : maladie de .

Kent War-lerc'h