Furm grehad kofigel o naouiñ, war ar c'halonvarrwezad, dre gemplezhioù QRS dezho un ahel o kemmañ ent argammedek, ken ma hañval, en amdreugadoù 'zo, ar gemplezh kofigel gweañ en dro d'an diazregenn. Erzerc'hañ a ra ent klinikel dre ezwaloù trumm arreat, gant dianlenadoù garv a-wechoù.