Studi ar glukozwadisvec'h dec'hanet dre ensinkladur engwazhiennel 1 g tolbutamid (DCI) (sulfamid glukozwadisvec'hius). Gant ar gouzrec'h bonan, a-benn 30 min, e leia ar glukozwadvec'h eus 0,50 g (pe 2,8 mmol) dre litr ; gant an diabeteg e leia nebeutoc'h (0,20 g pe 1,1 mmol ent keitat), hogen digreskiñ a ra hiroc'h (ouzhpenn 90 min). Anfeleun ha dispredet eo ar prouad-se.