Kerentiad viruzoù dezho ur RNA unarrevell, a gemparzhegezh ugenttuek, a vleinegezh vuiel, an togaviruzoù, dezho un treuzkiz etre 30 ha 40 nm, o kenstrollañ o c'hapsid e kitoplasm ar gellig poreet. Er c'herentiad-se e kaver dreist holl ar genad Alphavirus (a-gent, Arbovirus a 'r stroll A). Er genad-se emañ : ar viruz chikungunya, treuzkaset gant moustiked eus ar genad Aedes, o tevoudañ en Afrika hag en Azia arzostoù, kevret gant terzhienn ha yazad ; viruzoù an empennfoioù marc'hel ; ar viruz onyongnyong, kiriek en Afrika d'un anaez nes d'an deng. An tri genad all zo ar Rubivirus (ruzig), ar Flavivirus (terzhienn velen ha deng) hag ar Pestivirus (antreuzkasadus d'an den). An daou c'henad diwezhañ zo bet lamet eus kerentiad an Togaviridae evit bezañ staget ouzh hini ar Flaviviridae.