Glikoprotein iodet uhel kenan an tolz mol anezhañ (650 000 d), bezant e bolc'hennoù kolloidel ar skoedenn ha borc'het gant kelligoù diaz ar bolc'hennoù-se. Enno emañ 95 % eus an iod skoedennel : en tiroglobulin eo e len an iod ouzh an tirozin hag en em ampar an hormonoù skoedel. An tiroglobulin zo ur merker eus kankroù diforc'hek ar skoedenn. Ar bec'h anezhañ a vez ent reol izeloc'h eget 60 ng/mL (sl. marqueurs tumoraux).