Azoniad arsellet e loakrerezhioù diabarzh 'zo, ma kengerc'h an daou welahel hervez ur c'horn eus 12 da 18 ∘ , e doare m'en em ampar ar skeudenn, er gweled daoulagadel, war vrizhenn dall al lagad gwariet ha, war un dro, war vrizhenn luc'hsae al lagad all : n'eus daouwel ebet enta. Arsellet e vez an azoniad-se en usstiwelioù 'zo gant ankeitstiwel.