Preder

Geriadur ar vezekniezh

Svedberg : unité ∼Svedberg unitunanenn b. Svedberg

Anvet ivez Sf (Sz. Svedberg of flotation), unanenn amkanet da spizañ, hervez an ec'honadoù anezho, ar rummoù diseurt a volekul protidolipidek (pe a lipoprotein) eus ar gwadveiz, disrannet an eil re diouzh ar re all ha goubaret diouzh ar proteinoù, e-kerz un dreisttronizhadur hirbad, bennozh d'an douesterioù kevarall anezho. Gant ar gouzrec'h bonan, bihanik eo ar molekul (Sf eus 2 da 6) : e-doug an ateroskleroz ez eus, war yun, molekul ec'honekoc'h (Sf eus 10 da 20) hag euvradur druzoni a zevoud dinodadur molekul bras kenan (Sf uheloc'h eget 100).

Kent War-lerc'h