Preder

Geriadur ar vezekniezh

SIDA (syndrome immunodéficitaire acquis)AIDSHAZA pe haza g. (HAngaeZivig Arzeuat)

Azoniad an hangaezivig arzeuat : leiadur an difennoù hangae, dianlen da zistruj al limfokit T4 gant viruz an hangaezivig arzeuat denel (VIHAD), retroviruz eus kerentiad al lentiviruz. Al limfokit T4 zo amplegat da azvedigezh rummennoù all a limfokit T ha d'an darn vuiañ eus al limfokit B, lec'h parañ an antikorfoù. Pa vez gougorzhet an difennoù hangae, da-geñver ar poreoù, ez a al limfokit T4 e brasoc'h ardizh ar VIHAD. An ishangae o c'hoarvezout da heul a ro tro da boreoù all, alese an anv a roer d'ar re-mañ a gleñvedoù koulzataer. Tredizh an HAZA a vez graet dre ar sper, ar gwad, al laezh. Ar viruz VIHAD a ra d'ar bevedeg parañ antikorfoù na spiront ket da neptuiñ ar viruz. Bezañs an antikorfoù-se a lakaer war wel diwar-bouez prouadoù diournat ; met n'eus araez ebet c'hoazh evit dinoiñ bezañs ar viruz en ur bevedeg. Ar gouziviad a zizoloer an antikorfoù VIHAD en e wadveiz a lavarer ez eo gwadveizyaek ; pa vez kuit a antikorfoù, ez eo gwadveiznac'hek.

Kent War-lerc'h