Gwreskanv ar Sz. Small Infarctions of Cochlear, Retinal and Encephalic Tissue Br. angwazhiadoù bihan e gwiad ar velc'houedenn, al luc'hsae hag an empenn. Anaez dibaot, dianav e orin, o tizhout ar beneved yaouank, o c'hoarvezout ent korfel a angwazhiadoù bihan dianlenat da steviadoù talmerel liesel, arreat, lec'hiet hepken en empenn, el luc'hsae hag er skouarn diabarzh. Ent klinikel, war-lerc'h ul lankad a empennaoued lemm, azonet gant arouezioù annonek diseurt, e tisoc'h an dedro war un envedi kevredet gant usdamoug ha strafuilhoù ar c'herzhed, ar gweled hag ar c'hleved.