Preder

Geriadur ar vezekniezh

scléroses combinéescombined sclerosissklerozioù strollet

Teskad azoniadoù o naouiñ ent neuziadurel dre ur skleroz (pe un dic'henezhadur) diaser eus lies stirad a 'r mel a-livenn. Ar furm baotañ a gevred anafoù er forzh pikernennek hag er pañsoù adreñv, an tizhad kevreet anezho o tevoudañ un treuzseizi gant strafuilhoù an eraeziñ endonel. Liesarbenn eo ar s. s. : sifiliz, skleroz strewek, arterioskleroz, pistriadoù pe boreadoù, amwad Biermer pergen, oc'h amparañ evel-se unan eus furmoù an azoniad nervamwadel. Ar seurtadoù kevarall a zic'henezhadurioù hêrezhel livennilpennel zo da vezañ renket er stern-se ivez.

Kent War-lerc'h