Preder

Geriadur ar vezekniezh

sclérose tubéreuse du cerveautuberous sclerosisskleroz torosennek an empenn

Kleñved hêrezhel treuzkaset hervez ar mod aotozomek trec'hek, naouus ent neuziadurel dre vezañs, er gwiskadoù gorre an empenn, eus ozvennoù niverus a vent gant kerez pe kelvez. An kez ozvennoù zo amparet gant ur gwiad gwiennel ennañ kelligoù dezho ur protoplasm unvan ouzh o nesaat d'ar gliomoù nervfurmadel. Erzerc'hañ a ra ent klinikel dre un diodezh, barradoù droukfell, strafuilhoù ilpennel ha seizioù ; alies kenan, dre zaralladoù kroc'hen : adenomoù blevsoavel kemparzhek an dremm, yoc'hennoù tro-ivin Koenen, plakennoù galfrezet (pannoù kroc'hen rinkin) ; a-wechoù ez eus kevret fakomatozioù al luc'hsae ha kammneuziadoù flugezel all (ar galon : rabdomiom) pe askornel. Ur furm a fakomatoz eo.

Kent War-lerc'h