Preder

Geriadur ar vezekniezh

scintigraphiescintigraphyskingannluniñ

Hentenn skeudennerezh mezegel, anezhi ensinklañ, ent engwazhiedennel ar peurliesañ, un dileizhenn enni un danvezenn skinoberiek o lenañ a-ziuz ouzh an organ (pe ar gwiad) arsellet, ha goude lerc'hwezañ diwar-bouez un dinoer arbennik (skingannluner) dasparzh glennadel ar skinoberiegezh e parzhioù ketep an organ. Ar skingannlunad gounezet en doare-se a anad e rezh ur steudad pikoù o savelañ an tachadoù o deus delenet an danvezenn skinoberiek. An argerzhad-se a gevaraez savelañ pe resizañ sez ha ment ar furmadoù anvonan diseurt er parenkim (kistoù, nozelennoù, pugnezoù, yoc'hennoù, h.a.), pe andalañ stad arc'hwelel un organ. Arveret e vez dreist holl evit imbourc'hiñ ar skoedenn, an avu, al lounezhi, ar galon, ar skevent, an empenn (sl. gammagraphie).

Kent War-lerc'h