1 A-zave d'al lez. 2 Tanijenn pe amwask laurus an nervenn a-goazez, naouus dre gammeraezioù a 'r vorzhed hag a 'r c'har, en ervez da dizhout an troad, dre vezañs poentoù laurus war dreug an nervenn hag a-wechoù dre un isteñv kaherel. Al laur grizias kenan sezet war dreug an nervenn a vez delanket gant ar bec'hiañ, o kriziezañ gant ar paz pe pa bleger war al lestr an ezel traoñ war astenn (arouez Lasègue). An arbenn paotañ a vez ar c'henniñv etre gwriziennoù L5 hag S1 hag an disk etre-melloù keñverek.