Yoc'henn yud evodet eus kelligoù mezenkimatus, a c'hell dinodiñ diwar goust kelligoù a 'r gwiad kenglenel boutin (fibrosarkom), kelligoù a 'r gwiad kenglenel diforc'hekaet (kondrosarkom, miosarkom, liposarkom, h.a.) pe diwar goust ar gwiad gwerblennel (limfosarkom, retikulosarkom). Ar peurliesañ e vez yud kenan ar yoc'hennoù-se.
sarkom gant mieloplaks Sarkom gant keurgelligoù lieskraoñell (mieloplaks) a vez arsellet a-ziuz en eskern.
sarkom angiomvaenel (Gl. sarkom angiolithique, Sz. psammoma) Sarkom dinodet en nerveg kreiz hag ennañ fetisaennoù razek.
sarkom blokadvanek (Gl. sarkom bothryoïde, Sz. botryoid sarcoma) Yoc'henn mesenkimatus yud dezhi neuz ur blokad rezin, arsellet gant ar bugel ha sezet e rannbarzh ar god troazhañ-genel.
sarkom empennvanek (Gl. sarkom encéphaloïde, Sz. encephaloid sarcoma) Sarkom gant ur c'hantalc'h blot a denn e neuz d'ar steuñvenn empennel.
sarkom hordennaouek (Gl. sarkom fasciculé, Sz. fasciculated sarcoma) Sarkom amparet gant hordennoù kelligoù gwerzhidek.
sarkom gwerzhidaouek (Gl. sarkom fusocellulaire, Sz. fusiform sarcoma) Sarkom amparet gant kelligoù gwerzhidek.
sarkom boullaouek (Gl. sarkom globocellulaire, Sz. encephaloïd sarcoma) Sarkom amparet gant kelligoù boullek, arront.