Nozelennoù pe plakadoù persvouk, kroc'henel pe e-maez kroc'hen, e dalc'h neridigezh kelligoù gwerzhidek ha gwazhiedel, anklonel, liesannon ar peurliesañ. Bez' ez eus furmoù kroc'henel anlaur ha furmoù keuzius gant tizhadoù a 'r flugez, a 'r skevent pergen. Dec'hanet eo ar c'hleñved-se gant ar viruz HHV8. Tizhout a ra ar c'houziviaded eus ardroioù ar mor Kreizdouarel hag an hangaeastaleion (treuzplantadourion ha hazaeion). Boaziet eo an anvad sarkom, hogen ned eo ket kantreizh, pa n'eus klonelezh ebet.