Preder

Geriadur ar vezekniezh

rougeolemeaslesruzell b.

Pore dispuilhat, tredizhus kenan ha darreuziadek, paot gant ar vugale pergen, diwar ur viruz eus kerentiad ar Paramyxoviridae a 'r genad Morbillivirus (viruz ruzellel). Ar gounervezh a bad war-dro 10 devezh. Un nebeut devezhioù a-raok an dispuilhad kroc'hen ez anad ur maeloù fri-lagad terzhiennek, gant bezañs war dalbenn diabarzh an divvoc'h eus pikoù gwenn balirek (arouez Koplik). Deraouiñ a ra gant an dremm hag emastenn d'ar c'horf en e bezh ha d'an izili ; c'hoarvezout a ra eus krugennoù bihan ruz balirek un disterañ, o taskantañ mui pe vui e plakadoù, hag o lezel bepred etrezo entremezioù kroc'hen bonan. Rouestladoù ar ruzell a vez a urzh analadel dreist holl. Muiek ez int gant ar vugale mivaget pergen, en Afrika peurgetket.

Kent War-lerc'h