Ensinklañ engwazhiennel eus ruz Kongo. Gant ar gouzrec'h bonan, a-benn un eurvezh hanter, e vez adkavet c'hoazh er gwad ouzhpenn 70 % eus al livuzenn ensinklet. Mard eo tizhet ar gouzrec'h gant an amiloz e steuz al livuzenn kalz buanoc'h hag ezvezant eo en troazh ; bez' e ve lenet gant an danvezenn amiloidel. Kleñvedoù ar c'hollagen hag anaezioù 'zo al lounezh a ya ivez a-ser gant leiadur herrek gwadvec'h ar ruz Kongo. Dispredet eo aet ar prouad-se.