1 Prouad amkanet da imbourc'hiñ arc'hwel livec'holañ a 'n avu, dre studiañ ar mod ezvevennañ a 'n avu eus ul livuzenn — ar roz Bengal — ensinklet e gwazhiennoù ar gouzrec'h. A-benn 45 munud e kevaraez imbourc'h livventerezhel ar gwad andalañ bec'h al livuzenn o chom en amred. Ent reol e vez izel ar bec'h-se, dindan 3 ; uheloc'h e vez gant an avuadeion, eus 3 da 9. Ur bec'h brasoc'h eget 9 a erzerc'ha ur miezvevennañ grevus (tizhad an avu pe azdalc'h bestl). Dispredet eo bremañ ar prouad-se. 2 (Bakteriouriezh) Dazgwered dazgludañ o kevaraezañ deznaouiñ hag eveshaat ar brukelloz.