Naoued trapigel ar galon naouus dre isdigor sac'helloù kornloarek gwask an aortenn e-doug lankad an diflistrañ sistolek hag o tec'han un usteñv kengreizek eus ar c'hofig kleiz. Ent nozografel e tiforc'her :
an isvoll aortek ganedigel a c'hell bezañ
a-wask, dre gempegad klok pe glokoc'h ar freilhoù kornloarek
endan-wask, dre ur stiv stirek endan-gornloarek
us-gwask, a-us da c'hod an aortenn a-wechoù kevret gant un isvoll eus gwazhied bras diaz ar galon hag ar barroù talmerel a-skevent war un dro gant iswe an aortenn a-sevel ;
an isvoll aortek arzeuat diwar remm, pe, ent koshoc'h, a-geñver gant ur skleroz hag ur razekaat argammedek