1 Leiadur treuzkiz ur ganol, ur wazhiedenn, ur faout (hini ar malvennoù, da skouer), ur gwask (hini ar porzhier, da skouer). 2 Termen nes ar ster anezhañ d'an hini a-raok, bihanadur un treuzkiz (strishadur naoz ar c'horrwazhied ), bihanadur ur maez (strishadur ar gwelvaez), un igorenn (strishadur ar youlc'h, strishadur ar c'hargadenn). Gant strishaenn, e teskriver disoc'h ur strishaat, pe un ode enk war ur ganol, ur funell, ur gavenn. 3 Leiadur kleñvedel padek kavnez un igorenn, ur ganol pe un organ kleuz, ganedigel pe arzeuat (sl. sténose).