Anaez lemm o tarvezout gant ar bugel, o naouiñ dre un azoniad poreel (terzhienn uhel, fillidigezh), un dispuilh kroc'hen, un tizhad limfoidel (gorank, c'hwarennoù muiek, avufelc'husvent), un dedro hir o padout meur a vizvezh dastroc'het a resmiadoù, o tisoc'h war ar pare. Bez' ez eus un amwad leiek gant gourelwenn argrenn ha mononukleoz. Dianav eo an arbenn. Anafoù gwiadel ar gwerblennoù zo disheñvel diouzh ar re diwar ar mononukleoz poreel ; naouiñ a reont dre un neridigezh gourfaot eus al leukokit (sl. histiokitoz X)