Preder

Geriadur ar vezekniezh

réticulo-endothéliosereticuloendotheliosisretikuloendotelioz g.

Heñvelster gant retikulohistiokitoz, Histiokitoz, retikuloz, Retotelioz : anvad rumm un teskad anaezioù naouus dre neridigezh rizhek pe anrizhek elfennoù piaouel ar reizhiad retikuloendotelel. Emañ an neridigezh-se en araez da vezañ hollek (felc'h, gwerblennoù, avu, kroc'hen, skevent, eskern, gwad, kaherioù) pe lec'hiek. — Deskrivañ a reer retikuloendoteliozoù eilvedel da boreadoù pe da arvevadegezhioù 'zo (paludegezh, kala-azar, mononukleoz poreel, enkalonennfo gorrek, terzhienn difoidel, torzhellegezh, h.a.), da strafuilhoù hangaeel (divigadoù ganedigel, histiokitoz lipokromek familhel, limfohistiokitoz familhel, kleñved Rosai ha Dorfman) pe, devoudet gant ur migennevid (retikuloendotelioz dre usvec'h, en o zouez kleñvedoù Gaucher, Niemann-Pick, Schüller-Christian, ar gangliosidozioù o vezañ ar re anavezetañ). — retikuloendoteliozoù kentael, ansavelet o nozologiezh, ha hogos bewech yud, lemm an dedro anezho (histiokitoz X, histiokitoz yud, retikuloz goulemm ar vagadell a zedro yud), pe, dibaotoc'h, henek (furm leteñvel ouzh an histiokitoz yud, o tedreiñ en un nebeut bloavezhioù avat), a-wechoù, neoazh, kuñv (retikuloendotelioz lemm ar bugel). Ur rummatadur nevez eus an histiokitozioù zo bet kinniget e 1987 gant an Histiocyte Society. sl. histiokitoz. — Nesaet e vez a-wechoù ar retikuloendoteliozoù da gleñved Hodgkin, d'al leukemiezhoù monokitel, d'ar retikulosarkomoù, da gleñved Besnier-Boeck-Schaumann (sl. histiokitoz yud, histiokitoz X).

Kent War-lerc'h