Preder

Geriadur ar vezekniezh

rénine-angiotensine ou rénine-angiotensine-aldostérone : système ∼renin-angiotensin systemreizhiad b. renin-angiotensin

Trevnad uswaskeiat bonan amparet gant ar renin hag an deverad anezhañ, an angiotensin. Ar gwered war ar gwask talmerel zo devoudet gant gwazhiedstrishadur an talmerennigoù ha gant kentraouadur borc'herezh an aldosteron a leia ezvevennadur an dour hag an natriom. Er gleñvedouriezh ez eo kentraouet ar reizhiad renin-angiotensin gant heswad al lounezh [sl. rénine, angiotensine, kallicréine-kinine (système)].

Kent War-lerc'h