Muzuliañ borc'hidigezh ar renin gant al lounezh diwar-bouez dezventadurioù skinhangaeel ha dewerzhet e kementad angiotensin dilaosket dre litr plasma ha dre vunud. Ar gwerzhadoù reol a vez 1, 1 ± 0, 8 ng/mL/h pe 0, 9 nmol/L/h, evit ur gouzrec'h gourvezet abaoe 10 eurvezh ha diret d'un hanren sall reol. Uhel e vezont en uswask yud hag en uswask dre heskwal al lounezh, hag izel kenan en azoniad Conn.