Lodenn ec'honad ar gwad diflistret da-geñver ar sistol kofigel nad eo ket kaset war-du an trobarzh, met a zistro etrezek an argrec'h, en arbenn eus ezreolderioù korfadurel, da skouer : eus ar c'hofig kleiz er c'hentez kleiz, er skorted vintrek ; eus ar c'hofig kleiz er c'hofig dehou dre ur c'hehentad etre-kofigoù hag ivez eus an aortenn er c'hofig kleiz e degouezh a skorted aortek.