Preder

Geriadur ar vezekniezh

régurgitationregurgitation1 distreizhañ 2 gousilhañ

1 (Kreuzpervezouriezh) Distro ar bouedoù eus ar stomok pe eus an treizher er genoù, hep striv c'hweliñ ebet ; seurt gwezh, keñveriet ouzh an daskiriañ, a c'hoarvez alies gant ar vugale yaouank. Kavet e vez ivez e strishadurioù an treizher hag en un niver bennak a anaezioù stomok. 2 (Kalonouriezh) G. kentezel, mintrel pe sistolel. Strink gwad eus ar c'hofig kleiz er c'hentez kleiz e-doug ar sistol kofigel dre un igorenn vintrek andalc'hiat. Ar c'hofigluniñ kleiz, e-kerz ar gwazhiedkalonfiñvluniñ, hag ivez an dopler poulzata, a c'hell dinoiñ ha, betek ur poent, kementadiñ ar skorted vintrek-se.

Kent War-lerc'h