Preder

Geriadur ar vezekniezh

purpura de SeidlmayerSeidlmayer's syndromepurpura g. Seidlmayer

Seurtad purpura dibaot o tarvezout trumm gant ar vagadell, naouus dre vronduennoù kokardennek hag elfennoù purpurek marvennek sezet war an dremm, war an daouarn hag an divesker, kevredet gant gouliñvoù hanrannel damheñvel ouzh gouliñv Quincke. Tizhadoù flugezel (lounezh) a c'hell c'hoarvezout. Mat eo ar stad hollek hag an dedro, a-frapadoù, a echu en ur mizvezh dre ar pare. Ne stader ezreolder ebet evit prouadoù ar gwadkaeañ. Ar c'hleñved-se, anavezet fall e arbenn, a orin allergek marteze, zo bet nesaet ouzh ar purpura rumatoidel, ouzh triazon Gougerot, an eritem liesneuz, al linadell wadliñvek hag azoniad Sweet.

Kent War-lerc'h