Preder

Geriadur ar vezekniezh

purpura rhumatoïderheumatic purpura, Henoch-Schönlein purpurapurpura g. rumatoidel

Anaez ar bugelvezh hag ar c'hrennoadvezh naouus dre erzerc'hadoù arzel (arzostoù dilec'hiat ha kemparzhek peurliesañ), dre anadennoù kreuz-pervez angarv a-walc'h ha dre zispuilhadoù kroc'hen (fennigoù, bronduennoù, a-wechoù krugennoù linadellvanek) loet a-gemparzh war an izili traoñ, a-wechoù war ar revr, an arvrec'hioù hag an ilinoù. Dedreiñ a ra a-frapadoù, delanket alies gant al loadur war sav. A-wechoù e c'hoarvez rouestladoù : an droazhwadegezh hag an droazhproteinegezh, pe darvoudoù kof lemm (purpura kofel Henoch), o c'hrevusaat da heul an deznaou a zo e dalc'h tizhadur al lounezh. Hañvalout a ra bezañ ereet ouzh un direizh eus heforzhded ar c'horrwazhied a orin allergek ; reol eo holl brouadoù ar gwadkaeañ. Emañ ar p. r. e dalc'h ur gwazhiedfo trogorfat a'r gwazhied bihan, naouus dre goc'honiadoù IgA e speurioù ar gwazhied hag er bloueigoù (Cf. angéite allergique, purpura anaphylactoïde).

Kent War-lerc'h