Preder

Geriadur ar vezekniezh

pseudosclérodermie à éosinophileseosinophilic fasciitis, Shulman syndrome, diffuse fasciitis with eosinophiliagaouskleroderma g. gant eozinofil

Azoniad sklerodermavanek emrenek a c'hell amparañ mod deraouiñ ur skleroderma reizhiad pe ur skleroderma riblennek, pe a c'hell bezañ arsellet e-doug kenglennaouedoù all. Naouiñ a ra dre un tizhad foel hag ensiladek, strewek pe strewekoc'h, eus ar c'houdonenn (anvet gwechall faskienn endan-groc'hen) hag eus ar faskienn gaherel, hebiat d'ar c'higennoù danlec'hiet ha d'ar c'hroc'hen, kevredet en degouezhioù paotañ gant ur gwadeleozinofil muiek, o tedreiñ war hir amzer, a-wechoù e-doug meur a vloavezh.

Arsellet e vez an naoued-se gant an oadour pergen, evit an div rev en un doare kevatal mui pe vui. Kregiñ a ra alies war-lerc'h ur strivad korfel taer ha hirbad, o souriñ en izili ent kemparzhek, o erzerc'hañ dre goeñvadur laurus an tachadoù tizhet hag o tevoudañ un andrafted arc'hwelel amgement a 'r c'henvelloù nes da dizhadoù ar faskienn ; rouez eo an tizhadoù kevredet a 'r flugez ; e hogos 10% eus an degouezhioù e vez arsellet tizhadoù gwadel grevus ent galloudel (melangwe, olpladanoù, amwad loezadel). En div drederenn eus an degouezhioù, koulz lavarout, ez eus un eleozinofil a c'hell mont betek 30%. A-wechoù ez eo diaes an deznaou gant ar skleroderma reizhiad, ha ne vez dervaet nemet dre ur bevsav e bloc'h war ar c'hroc'hen, war ar gwiad kelligaouek endan-groc'hen, war ar faskienn gaherel hag ar gigenn danlec'hiet. Lakaat a ra war wel ur skleroz a'n derm oc'h emastenn d'ar gwiad behinel endan-groc'hen ha d'ar faskiennoù kaherel a zo tevaet, o tont da vezañ sez un ensiladur limfoplasmokitel, histiokitel hag eozinofil, enno a-wechoù daspugnadoù immunoglobulinoù IgG ha kedrannoù klokaenn C3. Diazezet eo ar mezegadur war ar c'haengurañ hollek, daoust ma c'hell c'hoarvezout didorroù emdarzh (sl. Shulman : syndrome de ).

Kent War-lerc'h