Argerzh gaouyoc'hennel o tizhout an oadour yaouank, sezet peurliesañ war an divarvrec'h, naouus dre furmadur un ozvenn endan-groc'hen sonn, glenet ouzh an talennoù don, o tiorren en un nebeut sizhunvezhioù evit tizhout un treuzkiz a 4-5 cm. Ouzh ar c'horrgresker ez arseller un neridigezh fibroblast doues pe zouesoc'h, nec'hus e gaou pa gaver enno mitozioù niverus, anrizhek avat, hag ivez korrwazhied bihan hag ur stroma miksoid alies. Argizañ a ra an anaf rouez kenan hag an dilemel surjianel zo ar prederiadur eus an dibab. ar g. f. a vez graet ivez faskiennfo ozvennel (Gl. fasciite nodulaire) anezhañ.