Preder

Geriadur ar vezekniezh

prostaglandineprostaglandinprostaglandin g.

Anv hollek ur steudad kediadoù eus stroll an trenkennoù druz amvec'h, dezho 20 atomenn garbon, ul luniad korvell gant pemp atomenn garbon e-kreiz ar volekulenn (korvell pentanek), lies stroll bleinek hag un niver bennak a ereoù daouel. Deverañ a ra ar prostaglandinoù eus an drenkenn arakidonek ha c'hoarvezout a reont eus 9 rumm eus PGA da PGI. Parennoù gwezhus ent bevedel ez int, bezant e-barzh hogos an holl rizhoù kelligoù, nemet an eritrokitoù. Lies gwered zo dezho : kevaraezañ a reont ar gwilioud, ar pladandazañ ha dasperzhiañ en danijenn hag en hangae, h.a. Ar prostaglandinoù, ar prostakiklin hag an tromboksan a zever eus an drenkenn arakidonek. Ar raksavenn — en orin an anv roet d'an danvezennoù-se, dizoloet el liñvenn sperel — zo enni ur c'hementad bihan a-walc'h a brostaglandinoù.

Kent War-lerc'h