Preder

Geriadur ar vezekniezh

prostacyclineprostacyclinprostakiklin g.

Danvezenn nes d'ar prostaglandinoù deveret diwar an drenkenn arakidonek, bevenaozet en endotelienn ar gwazhied hag e kelligoù endotelel ar skevent. Kelligwarezus, gwazhiedfrankaus hag eneppladandazus gwerc'hek eo. An arver anezhañ e prederiadur ar gwazhied (uswask) a hañval bezañ enneget. Distabil kenan eo avat : tri munud eo e hoali.

Kent War-lerc'h