Preder

Geriadur ar vezekniezh

présentation du sommetvertex presentationerload ar gitern, erload ar c'hlopenn

Erload penn pleget ar grouell, ar c'hlopenn o c'houzalc'h digor krec'h al lestr, ar c'hilpenn o talvout da zesteud da savelañ ar seurtad. An erload paotañ, aesañ d'ar gwilioud, sellet evel ar reolañ. Ar seurtadoù anezhañ zo : erload kilpenn dehou a-raok, a-dreñv, a-dreuz ; erload kilpenn kreiz a-raok, a-dreñv (N.D.K., N.D.V., N.D.Z., N.Z.V.), Gl. présentation occipito-iliaque droite antérieure, postérieure, transverse ; présentation occipito-pubienne, occipito-sacrée (O.I.D.A., O.I.D.P., O.I.D.T. ; O.P., O.S.), h.a.

An erload kilpenn kreiz a-raok zo durc'hadur ec'hankañ gwellek an erloadoù a 'r gitern. Da vonan e tarbenner c'hweladenn ar penn war ziaraok evel deroù an ec'hankañ, zoken evit an erloadoù a-dreñv.

An erload kilpenn kreiz a-dreñv a c'hoarvez goude un enankañ kilpenn kleiz a-dreñv pa vez re dev ar grouell gant al liesganerez hag e tro gwilioudiñ an eil gevell ; seurt c'hweladenn war ziadreñv a vez alies e devoud rogadoù ar c'harbedenn.

Kent War-lerc'h