Preder

Geriadur ar vezekniezh

présentation du siègepelvic presentationerload ar revr

Erload eizhaenn draoñ ar grouell. Dibaot a-walc'h, e c'hoarvez gant ar gentaganerez da heul ur gammneuziad leiek eus ar grozh, hag andireadus eo neuze. Gant al liesganerez, e teu diwar istant ar grozh ha direet e c'hell bezañ dre gefleuñvadoù diavaez. Daou zoare erloadoù ar revr a ziforc'her : erload ar revr klok (gl. présentation du siège complet) pa vez pleget izili traoñ ar bugel, hag erload ar revr diglok (gl. présentation du siège décomplété) pa vez izili traoñ ar grouell astennet a-hed tal araok he c'hef. deskrivañ a reer lies seurtad da erload ar revr : erload kroazell-klun dehou a-raok, a-dreñv, a-dreuz (K.D.K., K.D.V., K.D.Z.) Gl. présentation sacro-iliaque droite antérieure, postérieure, transverse (S.I.D.A., S.I.D.P., S.I.D.T.), h.a.

An erload kroazell-klun dehou pe gleiz a-dreuz zo durc'hadur ec'hankañ erload ar revr.

A-wechoù e komzer ivez a erload ar revr damziglok Gl. présentation du siège incomplètement décomplété pa na vez ket peurastennet izili traoñ ar grouell.

Kent War-lerc'h