Nervennaoued trobarzh o c'hoarvezout, ent klinikel, eus un tizhad daoudu kemparzhek hag, ent wiadurel, eus un divielinaat ; e-keñver an dedreiñ e tiforc'her furmoù lemm, goulemm ha henek ; 1) ur furm lemm (pe azoniad Landry-Guillain-Barré pe plezhadfo lemm, Gl. plexite aiguë), azoniad naouus, ent neuziadurel, dre danijenn ha divielinadur gwriziennoù nervel niverus, gant digevrediñ albumin-kelligoù al liñvenn benn-kein ; ent klinikel, dre gammeraezioù laurus, andrafted ha steuz an damougoù a-stirenn e lodenn draoñ ar c'horf dreist holl, en ervez avat da emastenn da wriziennoù an holl nervennoù a-livenn hag a-glopenn ; dre un ankalez analadel pa vez gwazhet nervennoù an analañ ha rekizet neuze an analeilerezh ; ur wech aet hebiou prantad al lemmded ez argiz ingal an holl azonoù etrezek ar pare ; dibaot e vez an arlenadoù (seizioù) ; ned eo ket peursklaeraet evit c'hoazh arbennelezh al l. : er pep muiañ eus an degouezhioù e hañval bezañ kentael ha disoc'h eus dizurzhioù hangaeel ; gwechoù 'zo e tarvez da heul ur pore pe un anaez dre viruz, ur c'hleñved Hodgkin pe ur vaksinadenn ; 2) furmoù goulemm a zeskriver, hennadek pe pistriel ; 3) evel furmoù henek e renker al l. arzeuat (gammanaouedoù monoklonel, haza) hag al l. hêrezhel (kleñved Charcot-Marie-Tooth) (sl. Charcot-Marie : maladie de ∼, démyélinisation, détresse respiratoire de l'adulte, dissociation albuminocytologique du liquide céphalorachidien, neuropathie, paresthésie, plexite, sida, démyélinisation, détresse respiratoire de l'adulte, dissociation albuminocytologique du liquide céphalorachidien, neuropathie, paresthésie, plexite, sida).