Anaez naouus dre genvezañs polipoù niverus ; p. adenomatus familhel pe poliadenom ar vouzellenn vras pe p. kolonyoulc'hel strewek (Gl. p. adéno-mateuse familiale pe polyadénome du gros instestin pe p. rectocolique diffuse), kleñved hêrezhel dibaot treuzkaset er mod aotozomek trec'hek naouus dre an evodiñ d'ar gaezouregezh eus polipoù diouzh glaourgenn ar c'holon, erzerc'h dre strafuilhoù pervezel (laur, darc'hoal, gwadliñvoù) hag en ervez da gankraat ; p. ar fri pe kleñved Woakes, frifo hollel, linek, gant askornfo ar sileg, paotidigezh polipoù glaourgennel tev niverus.