Teskad anafoù daoudu ha kemparzhek war akson lies nervenn drobarzh, dezho arbennoù liesseurt : pistriel (alkool), liael (kimigurañ), kennevidel (diabet), poreel, hêrezhel a-wechoù er furmoù henek, dezho erzerc'hadoù santadel (leiadur an eraeziñ, kammeraezioù muiek en eizhaennoù an izili : kemenerion, pikadurezh, loskadurezh) ha loc'hadel, skañv daoust da isteñv ar c'higennoù, ha dre un dedro hirbad ; lakaet ermaez diounezadur ar vitamin B₁ emañ peurliesañ ar prederiadur a-geñver gant natur an arbennoù ; hiziv e tenner da erlec'hiañ ouzh liesnervennfo an anvad liesnervennaoued kemparzhek pellek (Gl. polyneuropathie symétrique distale).