Nep anaez o wazhañ diaser pe diaheul lies nervenn drobarzh ; 1) pa vez ankemparzhek an tizhadoù, e reer anv a unnervennaoued liesel (Gl. mono-neuropathie multiple) ha, pa vez tanijennek an anafoù, a unnervennfo liesel (sl. multinévrite) ; 2) pa vez kemparzhek an tizhadoù, e tiforc'her etouez al liesnervadoù trobarzh al liesgwriziennfo (sl. polyradiculonévrite), naouus dre an divielinaat (sl. démyélinisation) ha, pa vez darallet an aksonoù, al liesnervennfo (sl. neuropathie périphérique, polynévrite).
NOTENN : Kemplezh ha distabil eo an termenoù gallek ha saoznek arveret da aroueziñ anaezioù an nervennoù, si hennezh o tennañ da gemplezhded an dachenn imbourc'het ha da genvezañs lies talbenn a 'n imbourc'h. Notañ a reer amsteriegezh termenoù 'zo, evel an daouad Gl. neuropathie ha névrite, Sz. neuropathy ha neuritis, arveret gwech evel unster, gwech evel allster. Strivet 'm eus da gompezañ hevelep skoilhoù termenadurel, hep dont a-benn bep taol.