Kleñved henek o tizhout ar merc'hed d'an oad eizik dreist holl, naouus dre un irgennfo daoudu kemparzhek e kenvelloù pellek an izili, laurus ha kiriek da zistruj ar migern, an eskern hag ar stagelloù, da zistummadurioù ha da gammlakadurioù garv pe garvoc'h, gant terzhienn, daralladur ar stad hollek ha dedro betek an andrafted klok ; grevusaet e vez gant ar glebor hag ar yenion, alese ar vuiegezh anezhañ e Breizh-Veur hag e Lec'hlenn ; dianav e chom e arbenn ; hiziv e tenner d'ober anezhañ un anaez unanhangaeel pe ur c'hleñved a 'n hangaegemplezhioù (sl. auto-immunité, complexe immun) ; keal a reer ivez eus ur goudrevn hilel (Gl. terrain génétique) kevaraezus (dre an antigenoù HLA DR4 ha DR1) ; da brederiadur ez eus bet arnodet lies rumm liaoù, dezho gweredoù azoniek ha miweredoù : an halioù aour (abaoe 1935, sl. chrysothérapie), ar c'haenhormonoù (adal ar bloavezhioù 1950, sl. corticothérapie), an eneppaludeier, ar metotreksat ha hangaeastalerioù all.