Preder

Geriadur ar vezekniezh

polyarthrite chronique de l'enfant, polyarthrite chronique juvénileStill diseaseliesarzfo henek ar vugale pe ar yaouerion

Anaez paotoc'h gant ar merc'hed, o teraouiñ e-tro an oad a 4 bloaz, naouus dre goeñv ha laur kemparzhek kenvelloù an daouarn, an daoulin hag an treid, uheladur bras tizh gouelediñ an hemati, elwenn neutrofil ; alies, da geñver ar resmiadoù, e c'hrevusa an anafoù, o lezel nammoù war o lerc'h (tromaotoù, direizhoù ar c'hreskiñ), rouestladoù lagadel (koraelenvezfo, kornsaefo, ferennlug) ; er furmoù rustañ (furmoù reizhiadel — d'ar re-mañ ez amberz an aozerion c'hallek an anvad maladie de Still), e kaver kevredet uswrester, yazadoù, gwazhadoù amgalonenn, krezenn, ampelenn, felc'husvent ha gwarrennoù ; andispleg e chom arbenn ar c'hleñved, ha prouenn ebet n'eo deuet da harpañ ar goulakadurioù poreel pe hangaeel.

Kent War-lerc'h