Anafad graet gant ur saezhell (Gl. projectile), eleze gant ul loc'hell bannet dre zerluskañ (Gl. projection), da skouer ur bolod tennet gant ur bistolenn (sl. La-07 76-82) ; an enorc'h (Gl. impact) a reer eus ar poent ma vez tizhet ar c'horf ; daou zegouezh a ziforc'her, hervez ma van ar saezhell e-barzh korf ar reuzied (gouli dre saezhell ebarzhat, Gl. projectile demeurant inclus dans le corpz), pe ma trebarzh ar c'horf (gouli dre saezhell drebarzhat, Gl. projectile ayant traversé le corps) ; enank a reer eus ar poent enorc'h hag ec'hank eus poent dibenn treug ar saezhell e-barzh ar c'horf.